Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/298

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 280 —

e savan ma daoulagad aliez war ar gær zantel, a ziskoe d’in, en tu all da draouien Jozafat, he mogerio uhel, he bolzio hag he zourio ’kelc’het : beuet int en eur mor a sklerijen, ha gwennet gant an heol ’vel eur forn tommet d’ar gwenn. Ac’han e lezaz Jezuz e valloz da gouean war an Templ, a oa duont ’læc’h e welan breman o luc’han moskeen Omar. Rak dre aman e tremene bemde en e amzer zivezan evit mont ha dont etre Betani, Betfaje ha Jeruzalem. N’hellan ket lemel ze euz ma speret ha, kazi hep goud d’in, e treuzan *froud ar Sedron, hag e savan en kær dre dor an Itron-Varia (Sitti Mariam). Tost eo da gouls meren, ’benn e tigouean en em hostaliri.

Goude kreiste hirie, n’in ket da redek : diskwizan a feil d’in evit bean *goest arc’hoaz d’ober beaj Jeriko.

’Pez a ran, eo mont d’ober eun dro ’barz *mirdi ar Pere, eur zal vraz euz ti Itron Varia Frans : an Tad Germer an euz dastumet eno eur bern treo koz, bet kavet en Bro-Bere, en tu all d’ar Jourden. Eun dra hag a ra plijadur d’in kavout eno, eo eun daul ven, ’balamour e tigas d’in sonj euz an taulio mein a gaver ken stank en Breiz-Izel : tost da Blouneour-Trez e zo pikolo re.

N’ec’h an en kær nemet ’vit ober eur weladen da daer iliz, hini ar Be Santel, hini ar Patriarch, ha hini Sant-Salver. Diou wech c’hoaz, pa c’hellin, ec’h in da bedi enne, ha neuze ’mo goneet induljans vraz ar Jubile. Eur c’hras kaer, ’vit nebeud a boan, kwita ? Petra bennag eman tost an taer iliz an eil d’eben. Mes ar boan hon deuz kemeret evit dont eus Frans beteg aman, he deuz ive he zalvoudegez.