Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/30

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —

ennan, evit terri ar goagenno, hag o lakat d’eoni, ken ’liez a c’harrek ’vel en dourio Breiz-Izel. Arabad eo ive klask aman aucho plen ha hir, douz ar c’herzet war o zræz, a ve goloet ha dizoloet tro-ha-tro gant al lano. Nan, ar mor Kreizdouarek na zav na na zisken ’vel a ra hon Manch hag hon Osean.

Æzetoc’h a ze eo d’al listri dont ’barz ar porzio-mor ; dour ’ve enne e peb mare.

Hini Marseilh n’eman ken pell diouzimp.


————


VIII


Ar Felibred o rei skouer ha harp da Vreiziz.


Da c’hortoz digoueout en Marseilh, e zo stad ennon o sonjal he deuz ar Brovans peadra da blijout meurbed d’an dud a zo ganet hag a zo o chom enni. An nenv ’uz d’o fenn a ve kazi dalc’hmad digoumoul ha splan ; an douar a zo fonnuz da rei bep seurt freuz, ar mor a zo ’vite eur vammen a binvidigez. O yez ive a zo c’houek meurbet, c’houekoc’h evit ar gallek.

O c’homz a zo ’vel eur c’han, hag ouz o c’hlevet e seblant d’in klevet mouez ar skrilh pa gan war hon douaro tommet gant heol kreiste. En provansek ’ta e komzont bepred etreze. En o zouez na ve ket a vez, ’vel ma ve siouaz ! en Breiz-Izel, da gomz eur *yez ha nan eo ket ar gallek. An dud ar muian disket a blij d’ê komz, ha kanan