Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/305

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 287 —

c’hardinal de Richelieu… » hag all. Eun histor Frans eo al lever braz.

Demp breman daved ar bautredigo a wel sklær. Oh ! hola ! Aman ’zo daoulagad beo ! Aman ’zo dremmo hag a ziskoe bean da vugale evuruz. Ar re-man, sur mad, en em zant breman evurusoc’h evit rouane. Ezet eo goud o deuz pelerined Frans brud vad en o zouez, hag e plij d’ê bep gwech o digemer. Ma Doue, petra ’fell d’ac’h ? Evel-se e tle bean kont, pan eo gwir bep gwech e lezer gant al leanez peadra d’ober d’ê eur vad bennak. Gwir eo ive n’heller ket harz d’en em ziskoel madelezus en o c’heñver.

Ken sard ha ken eün eo o lagad, ma c’honeont en eun taul kalon ar Fransizien.


————


III


Eur c’hrennard iskiz : Monsik « Maman Sion ».


Unan anê dreist-holl a chomomp da zellet heb skwizan. Eur bugel named koulskoude, brec’h e-bed d’ean, nemet eun tamm ibilh kigennek, hag heñ berr-berr, a zo e-pign ouz e skoa gle. E dreid zoken a zo gweet eun nebeudig, hag unan anê, an hini kle, a zo hanter baket gant eul lien gwenn, ’vel pa vije goret.