Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/308

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 290 —

da skrivan. C’hwel aman ar gir gallek a deu gantan ar wech-man « Merci ! » Gir berr, ha koulskoude eur gir hag a zo talvouduz evidomp.

Goude skrivan, dibri. Daoust ha na ve ket roet da zibri d’hon fautrik evel e ve græt d’ar poupigo ? Nan, nan. Evit diskoel d’imp penauz en em vag ar pautrik, e lak al leanez eun tamm bara sec’h dindan e ibilh-skoa, hag ouz e dreid eun toullad kakaouetenno, freuz bihan sec’h henvel aoalc’h ouz filbich ar gwe fau.

Ha kenkent ar monsik o kregi gant e zent en e vara. Goude peb begad e tiblusk diou pe daer gakaoueten gant bizied e dreid, ha, gant e dreid adarre, e toug anê d’e c’heno ’vit chakat ’nê wardro gant ar bara.

Biskoaz kement all n’hon deuz gwelet. N’hen ankouafomp birviken, ha gellout ’ra ar monsik hag e gonsorted kredi na vefont ket ankouaet ganimp en o ezommo.


————


IV


Ar re ’zo war al labour. — Eur pautr koz, — Klanvourien diavæz.


Euz ti ar vugale grenn ec’h eomp da di o breuder hag o c’hoarezed henan.

Ar re-man a disker d’ê eur vicher. Ar merc’hed a ra darn anê dantelez gant an dorn, ha dam all, war ar