stern, a we lien tanau gand neud koton a bep sort liou. Unan anê a oa protestantez ken e oa eur bla ’zo, Dont a reaz, ’vit-se, da dremen hec’h amzer-diskwiz aman, hag en em dommaz ouz al leanezed. ’N em stagan reaz ive ouz hon relijion ha dreist-holl ouz ar Werc’hez Glorius Vari. Breman, ’vit priz e-bed, na c’houlfe mont war he c’hiz daved ar brotestanted.
Kereerien a rer gant ar peurvuian euz ar bautred : neve zavet eo d’ê o stal-labour. ’Ver en sell, ’rauk nebeud, mar ve peadra, da gaout mistri evit deski d’ê micherio all.
Tud koz n’euz ket kalz aman, o vean n’eo ket savet an ti-man evite. Hinienno koulskoude a gavomp duman ha duont. C’hwel aman eur pautr a bevar-ugent vla. Mar geo bet digemeret aman, eo ’balamour an euz bet servijet Frans en Bro-Alger. Talveout a reaz da *juben d’ar marichal Bugeaud ; rak etuont d’e arabek e ouie tammo gallek. Gelvet ’vije gant ar marichal ’vit sikour ’nean d’en em intent gant an Arabed.
Diskoel a ra d’imp n’an euz ket ankouaet ar gallek. Pa hon deuz græt d’ean hon gourc’hemenno, e lavar d’imp gant eur vouez *hegarad ha distag : « Merci infiniment. »
Breman siouaz ! pa gomzin anean, e vo red d’in laret : « Doue d’hen pardono ! » Maro eo ar zoudard koz ’boue an deio kentan euz ar bla 1902.
Ti Leanezed ar Garante n’eo ket ’vit ar glanvourien. Mes bean ’zo ennan eur zal da louzaoui, da laret eo eun apotikeri hag e teu enni bep beure, etre 8 hag 11 heur, eur bern tud gouliet, Evit netra e vent louzaouet gant