Goude bean laret kenavo da Leanezed ar Rozeran, e talc’homp pelloc’h gant hon hent, bepred war du ar c’huz-heol, etre hent Betleem ha hini Jaffa.
Eur mouster hon deuz da welet. Eun hanter-leo bennag war an tu-ze. N’eo ket, avad, eur mouster katolik. D’ar C’hresianed eo, ha talveout a ra d’ê da *gloerdi. Kroaz-Zantel : setu e hano, pe mar geo gwell gant Gwengampiz, Sante-Kroe : eur c’hos abati o deus hag a hanvont ’nean evel-se.
Evit mont di e kafchen hir an hent, a zo goloet a vein ruilh, panevet en em lakan da bleustri Mousa. Ah ! Mousa ! Marteze n’am euz ket c’hoaz komzet dioutan d’am lennerien. Mar n’hen ’meuz ket græt, eo dre ankoua : rak bet ’m euz digare d’hen ober meur a wech.
Ar wech-man e fell d’in rei d’ê d’anaveout ma mignon neve. Ya ’vad, aboue hirie ec’h omp deut da vean mignoned, Mousa ha me. Heñ marteze a c’hellfe aoalc’h bean ankouaet anon : ’vid ’on me, n’ankouain ’nean birviken.
Mousa a zo eur zoudard turk, a c’hell kaout marteze eun hanter kant vla bennak. Gwisket distres aoalc’h, emichans, ’vel ar zourdarded all. Memes tra, e kavan