Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/313

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 295 —

ec’h eo re d’ê war ar poent-man. E vrago moan-moan a ra euz e *zivesker evel diou oadegen, ha na zisken ket kalz izeloc’h evit e zaoulin, E chupen a zo ive kals re striz evitan, ha kals re verr, penegwir e tremen e c’houriz ler war-lein ar boutonno kouevr a zo stag war al losto. Ya, pa gomzfet d’in deuz eun den kampet faro, komzet d’in deuz Mousa.

Eur pautr jentil, avad, ’vel na n’euz ket, hag eur pautr a zever. Plijout ’ra eston d’an ofiserien. Setu perak, o vean n’an euz netra, pe gazi netra d’ober, e ve lezet gante da vont d’ambroug ar belerined a zisken gwech ha gwech en hostaliri Itron-Varia-Frans. Hag heñ na c’houl ket gwelloc’h : tammo mad a werz-butun a dalve d’ean e garg a ambrouger.

Gantan, ’vad, n’hon deuz ezom da gaout aon euz den e-bed. Goaz da neb a glaskfe ober d’imp eun dismegans bennag ! Dorn Mousa a gouefe warnan, pe ar vazik a dalc’h en e zorn.

O vean m’eo muzulmad, e oar rez ’pez a zo difennet d’imp ober el læc’hio sakr a zo goestlet da Vahomet. An de all e harze unan euz ar belerined da vutunad war leuren an diou voskeen veur.

Na c’houle ket kennebeut e vije æt hini ’bed anê ’barz ar moskeenno gant e voto ler.