Hirie e teu ar zonj d’in da c’houlen digantan, ’n eur *wignal d’ean ha ’n eur drailhan gantan tammo gallek : « Perak eta, Mousa, na lezes ket anomp, an da all, da vont ’barz ar voskeen gant hon boto ? » — « Sultan » emean.
Ar gir-ze hepken a deu gantan. ’N eur laret ’nean, avad, a ra sin, gant e zorn, da droc’han e c’houk.
Intentet am euz : n’euz ket d’ober fent gant difenno sakr ar Sultan.
Mes goaz d’ean, mar displlj d’ean e vo græt anei gant e zoudarded, Ni ’na baouezomp ket, ’n eur zisken da gouent ar Groaz-Zantel, d’ober anei gant e Vousa, ha heman na c’houl ket gwelloc’h evit se. Fentuz eo, dreist-holl, pa glask, brec’h ouz brec’h gant eur pelerin, kerzet d’ar paz ’n eur laret ’vel soudarded hon bro : « Unan, daou ; — Unan, daou… »
Gant an *hevelep kerz e tigoueomp ’n eun taul ouz mouster ar Groaz-Zantel. A-dre d’an nor, ’barz ar porz, eur ween sipre, eün hag uhel-uhel. Laret a rer d’imp eo henvel-mik ouz an hini a oa bet tennet diouti kroaz