’Keit ma oa monsik maman Sion o tibri e damm bara ’n eur dibluskan ha ’n eur chakat kakaouet, e kinnigaz al leanez d’imp diou pe daer gakaoueten « Daret, emei, autrone, ha tanvaet ». Ha pa hon deuz græd d’ê eun tanva. « C’hanta, emei, penegwir ec’h oc’h ho taou euz Breiz, ’gavet ket o deuz ar freuz-ze blas luz ho pro ? — Geo avad, emeon. Mes, ma C’hoar, daoust ha c’hwi ac’h anavefe blaz al luz ? — Ya laouen, ha pell ’zo. Me ’zo bet meur a wech o lusa en Koat Malane hag en eur c’hoat bihan all a zo war hed taul da Lanrodek… — Lanrodek ! ma C’hoar ; ’gredan biken e vec’h bet c’hwi en Lanrodek… — Geo ’vad, ha meur a zevez am euz tremenet eno, — C’hw’ istim ’ta ? Na pelæc’h ? En ti biou ? Laret d’in, rak me ’zo euz a Lanrodek. — En ti Julian Kero, a dalc’he eur c’hovel war hent ar bourg. ’Larin ket d’ac’h, avad, pesort keriaden e oa e hini, o vean he deuz eun hano brezonek, ha n’anavean ket ar brezonek. — Kersteün, pari ? — Ya just, ha c’hoaz e zo e-kichen eur c’hoadik ec’h er ennan da lusa da gouls pardon Gwengamp ? — Ya, ya ; koadik Ar Veuzit, Mes bet oc’h eta en par-