Pan eo debret meren, ha torret an domder, ec’h an en goetur gant an Autrone Lamour, Gevel ha Neumager d’ober eun dro bete St-Yan-ar-Mene, Aïn-Karim a ra tud ar vro euz ar gærik-man.
’Vit mont di e treuzomp da gentan eur c’harter neve euz a Jeruzalem, bet savet diavæz ar mogerio, hag ec’h a gantan tri-c’hart leo d’an nebeutan. Heuilh a reomp goude, eur pennadik, hent Jaffa, ha neuze e tistroomp ’trezek ar c’huz-heol. O tristan bro ! mein a bep tu, mein a-dost ha mein a-bell, d’ê eul liou hanter wenn hag eun doare spoueek vel da vein kailhas meneio Kerne. Ha na weler ket eur yeoten en o mesk.
Köulskoude ’benn eun hanter-heur, pan eo krog an hent braz da zisken, e kavomp tammigo glazur. Bep ma tiskennomp ec’h a an treo war c’hlasaat. Setu zoken *gwinienno ha liorzo ledet an eil ’uz d’eben, war grab ar runio, hag ouz o zreid, en eun draouien goant ha seder, kærik Sant-Yan. Bean ’zo enni 1200 a dud, muzulmaded kazi holl.
Ar gatoliked, goude n’emaint ket aman ouspenn eur c’hant, o deuz memez tra diou iliz ; hini Ginidigez
9*