Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
—314 —
Zant-Yan-Vadezour, ha hini Gweladen ar Werc’hez gloriuz Vari.
Aman ’ta e chome Zakari hag Elizabet, tad ha mamm sant Yan, a dalveaz da bautr-a-rauk d’hon Zalver. C’houæc’h miz en e rauk, e teuaz war an douar.
Eur burzud, avad, hen roaz d’e dud. Erru ’oant o daou war an noad, pa deuaz eun æl, en templ Jeruzalem, da zisklerian da Zachari an ije eur mab. « Ho krwek, emean, a c’hano d’ac’h eur mab, hag a rofet d’ean an hano a Yan, Stad vraz a vo ennoc’h, hag eur bern