emei, binniget on, ha meulet e vin gant an holl da virviken. » Mes n’he deuz ket muioc’h a ze a istim eviti he-unan : kaout a ra d’ei ec’h eo an izelan euz ar grouadurien. «’Pez an euz talveed d’in, emei, bean sellet gant an Au. Doue, eo ma izelder. »
Goude bean tremenet tri miz en Ain-Karim e tistroaz da Nazaret.
Prest goude e teuaz Elizabeth da c’henel he bugel, eur pautrik bihan. Pesort hano ’vo roet d’ean ? « Zakari, emichans, hano e dad, » eme ar gerent hag an amezeien. — ’Vo ket, ’vo ket, eme e vamm : Yan eo a vo hanvet. » Ze na blije ket d’ar re all. Hag i o *wignal da Zakari, a oa mut : « Pesort hano ’n efo ho mab ? » Heñ a skrivas war eun daulennik : « Yan a vo e hano. » Souezet e chomjont. Setu aman ’vit-se kaeroc’h : raktal e tistagaz teod Zakari, hag a hadkrogaz da gomz, ’n eur veuli an Au. Doue. Ar wech-man ec’h euz spont enne ; ’n em zellet a rænt an eil egile, ’n eur laret, « C’hw’ istim petra e vo ar bugel-man ? Sur mad, eman dorn Doue warnan ’vit hen binnigan. »