Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/34

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 16 —



Arvor ! seul-vui ’c’h an pell diouzid,
Seul-vui ganid ’chom ma c’halon ;
Eun test euz ze a zo ’n em skrid.
Arvor ! seul-vui ’c’h an pell diouzid,
Seul-vui ’tostaes davedon.


Traoalc’h eo evel-se, kwita ? ha re ive, marvad. ’C’hanta, me na skwizan ket o komz euz Breiz, ha penevert na houlan ket koll ho kradvad, e kavfen c’hoaz en Bro-Brovans peadra da veuli Breiz ha da veuli he bugale. Mont a rafen ganac’h a speret bete Toulon, eur porz-brezel he deuz Frans war ar mor Kreizdouarek. Nag a Vretoned a zo eno war al listri, hag i martoloded euz an dibab !

Mes en Marseilh ive o deuz breudeur, ar gwellan ive marteze euz ar voraerien a zo impliet war al listri konverz.

Mad ! setu ma speret distroet d’ar gær, da laret eo, da Varseilh, elæc’h mac’h on arru.


————