dindan an douar mein-aze euz mogerio an iliz-koz, ha palasto mouzaik[1] euz he leuren.
Ar re o deuz græt ar gavaden-ze eo an Tado Dominikaned ’n eur zevel eur mouster war douar binniget Sant-Stefan. Eun iliz ive o deuz savet eno, eun iliz gaer, kaeran hini ’vo en Jeruzalem : na c’hortoz evit bean peurechuet nemet aluzenno ar gristenien.
Dindan an auter veur, en eur c’hao, e tiskoueer al læc’h ma oa bet brevet sant Stefan a daulio mein gant ar Judevien : d’ean da gentan eo digoueet an enor da skuilh e oad evid difenn ar fe gristen.
’N eur bedi el læc’h-man n’hellan ket tremen hep sonjal e sant Paul, ma eil sant paeron, a zioalle o dilhad d’ar re ’oa o stlepel mein gant ar zant. D’ar c’houls-se n’o doa ket ar gristenien goasoc’h enebour evitan : sec’hed ’n efoa euz o goad.
Piou ’n ije laret neuze e teuje, eun nebeud mizio goude, da gredi en Jezus-Krist, da garout ’nean muioc’h ’vit den, ha da brezek dre-holl e Aviel ? Mes Jezuz e-unan en em ziskoueaz d’ean war hent Damaz hag e c’halvaz d’ar gwir fe. Setu ’nean, diwar-ze, chenchet a-grenn.
Pa zistroaz goude da Jeruzalem ’vit gwelet sant Per, e tremenaz ’kichen al læc’h m’an efoa roet dorn d’ar re
a laze sant Stefan : seblantout a ra d’in hen gwelet daoulinet eno, o skuilh daelo a geu hag a c’hlac’har.
- ↑ Eur vouzaigen a zo eun daulen varellet a weler pe war voger pe war leuren hag a ya d’ober ’nei tammigo marbr pe wer a bep sort liou. Pa vent laket da *glotan ervad ha flouraet a ziavrez, e larfe ’nen eun daulen lien a ve bet ledet warni livaj eoulek gant gwispon eul liver ijinuz.