Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/343

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 325 —

gristenien Jeruzalem ’boue ma ouzont ec’h a d’o c’hwitaat. Da vihanan e hellfont heuilh anean a spered beteg Amsterdam, kær-benn ar Holland, elæc’h m’eo gelvet da vont evit evesaat ouz tud ha treo Frans hag ouz hec’h enor. Petra bennag e lez en Jeruzalem, a dra zur, eul loden euz e galon, eun hanter marteze anei (dimidium animæ meæ), herve lavar ar barz latin Horas.

An Au. Kannad, en e respont, a lavar trugare d’an Tad ha da holl relijiused Jeruzalem o deuz sikouret anean d’ober labour vad e-keit m’eo bet en o zouez. Trugare ’lavar ive d’ar belerined, a lak hano Frans da vean anaveet ha karet dre-aman dreist da hanoio ar broio all. Kaout ’ra ive an tu da laret eo unanet en Jeruzalem, evel diou c’hoar, ar Relijion hag ar garante ’vit ar Vro.

War douar Frans, siouaz ! en devez a hirie, renerien ar Vro a dro ar gomz-ze war an tu gin hag a lavar n’heller ket war eun dro bean kristen ha karout ar Vro.

A du gant piou eman ar wirione ? D’am lennerien da respont.

An Tad Bailly, emichans, a zav ive d’e dro, hag en hano e belerined a veul an Au. Auzepi ’vit ar vad an euz groet en Jeruzalem, ha ’vit an digemer *hegarad an euz groet dalc’h-mad da belerinajo Bro-C’hall.

Goude lein e roomp eun taul lagad d’an iliz hag eun all d’ar beio koz a zo bet kavet, n’euz ket pell, ’n eur furchal dindan an douar.

Mes na dalv ket ar boan laret aman pe doare eo o hini, pac’h eomp da welet beio all, pe gentoc’h eur be all ac’h eo brudet e hano : Be ar Rouane.


————

10