Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/344

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 326 —


III


Be ar Rouane. — ’Læc’h e vije laket gwech-all ar c’horfo maro


Pemp munuten a zo da gerzet evit mont euz a Zant-Stefan da Ve ar Rouane. Petore rouane ’ta a zo bet douaret aman ? Larout a rer eo rouane Juda. Mes na ver ket sur a ze. Kredi a rer kentoc’h, breman, eo bet kleuzet ar be-man gant eur brinsez gristen, war zibenn ar c’hentan kantved, eviti ha ’vit he bugale.

Bepred eo e oa kaer aoalc’h ar be ’vit digemer korfo rouane.

Eur viñz ledan, ha kalz a bazenno enni, a zo da zisken : d’eul leuren ledan e kas, mogerio roc’hel endro d’ei e bep tu. En tu an hanter-noz e weler siterno koz, karget a zour evit an dioaller hag e dud : kos beio, emichans. Tremenomp dre eun toull a zo græt ’barz moger an tu kle. Setu eul leuren all brasoc’h c’hoaz ’vit eben : bean ’zo dindani eur gorden douar.

Kleuzet eo ive ’barz ar roc’hel beo, ha dizolo ’vel an hini gentan hag ar viñz. En tu ar c’hreiste, ’vit-se, eur gampr hir harpet war daou bost, ’vel eur c’harti, hag en he diaraug, ’uz d’ar pilhero, mein kizellet euz ar c’haeran.