Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/349

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 331 —

tapet ar c’houg en eun dorn hag ereet ’nei, gwellan m’halle, gant an dorn all. Setu frealzet ar pautrik. E zaoulagad a deu buhan da zec’han. E dammig sæ, avad, na laran ket : gleb-dour-teil eo, ha sur on na n’euz ken eun neuden zec’h enni.

Ar zoudard heñ ’zo æt en-dro, ankouaet gantan e oall daul… Mes petra ’laran ? Heñ a zonj gantan n’an euz græt netra eneb d’e *wir. Laeraz dour ! Ye da ! Gellout a ra, heñ soudard, kemer dre-holl ’pez an euz ezom, ’pez zoken a blij d’ean. Anez, penauz e c’hallje bevan, pæet fall ’vel m’eo gant ar Sultan ? N’an euz ket aoun, kredet hardiz, e ve tamallet d’ean gant e vestro ’pez an euz græt da bautrik an dour.

Ma, me bepred hen tamall d’ean, ha *damzantout a ran ma goad o trei ennon gant a zrouk am euz outan.

Prestik goude ec’h on distro d’am hostaliri. A dammigo e tremen d’in ma c’halonad, petra bennag en em lakan da droidellan dre an ti hag e kavan ennan kalz a dreo hag a zo neve evidon. ’Pez a blij d’in ar muian eo ar gwel kaer dispar an euz an nen diwar al leur doen. Evel-se e teu prim an noz evidon.

Ha koulskoude na gavan ket e teu prim aoalc’h. Drouk penn a zantan hag en gortoz on da welet ’nean o vont en dro p’am o debret eun draig bennag d’am c’hoan.

Siouaz ! na ra ’met goasaat pac’h on æt ouz taul. Tec’hel a rafen dioustu penevert e fell d’in klevet beteg ar penn ar zon-genavo a gan d’imp unan euz an Tado yaouank. Da glevet ive, alio divezan an Tad Bailly ha prezegennik an Au. ar chaloni Vallée, dean ar belerined, a lavar trugare en o hano d’ar gloareged o deuz servijet