Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
EIL PENNAD
————
EUZ A VARSEILH DA JAFFA
————
I
Marseilh : ar porz-mor. — Lestr an Itron-Varia-Zilvidigez. — Eur zell war ma c’hamprik.
Da 6 heur e laran kenavo d’an tren ’vid eun nebeut deio, hag a greiz-kalon. Ken skwiz ec’h on ebarz ! Ha kement a hast am euz da welet Marseilh !
Fe vad, ’pez a welan enni da gentan n’eo ket eun dra bennag a gaer. Ar oetur am euz kemeret en porz ar gar evit dougen anon ha ma fakad betek ar mor, a ra d’in tremen dre hencho meinet fall, goloet a boultr, ha skoaselio enne. Pell-pell avad en em asten kær ’hed ar mor, war du ar c’huz-heol : kaer hon deuz tremen dirak stanko ar Porz Neve, pe ar Goantigen (Joliette), n’arruomp ket dirag an hini eman enni ma lestr : an Itron Varia Zilvidigez.
’Benn eun hanter heur memez tra, e kavan ’nean.