anomp ouz taul, hag ambrouget anomp ’vit an deio, — gant kement a volante vad.
N’eo ket koan peurachuet, ma kemeran an tec’h, Dioustu ec’h an d’am gwele, ’læc’h e teuer da zigas d’in, prest goude, eur bannac’hik te. Oh ! ar vad a ra d’in ! Talveet an euz d’in eun nozvez zioul.
D’ar gwener, an 13ed a Wengolo. — Mont da ofernian da Jetsemani am ije c’hoant d’ober : ma fenn ’vit-se a zo goall bonner ha ma diouhar a zo lausk. Gwell eo d’in chom endro d’ar gær. Ha me da Zant-Salver, iliz parrouz Jeruzalem. Eno ’m euz da c’honid induljanso braz : ar re a oa stag gwech-all goz ouz iliz ar Senakl, hag a zo bet distaget diouti ’boue m’eo deut da vean eur voskeen. Leaned Sant-Fransez a ra aman al labour a ra ar person hag ar gureed en parroujo hon bro.
Kaer meurbed eo iliz Sant-Salver en he diabarz, kempennet m’eo bet ar peurvuian war zispign impalaer an Autrich.
Goude lein ec’h an d’ober hent ar Groaz da chapelik ar Purkator ’vit ’n em unani a spered gant pelerined Jetsemani, hag ac’hane ec’h an d’ar zal-skriv evit echui da verkan berr ha berr ’pez am euz displeget aman ’vit lennerien Breiz-Izel.