Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 340 —
e ran eun dro war ar pont. Na gavan ket re diæz ar c’herzet ha, ’n em c’hreiz, sav-kalon e-bed.
Setu me dinec’h : gellout a rin ofernian. Fe, hen ober a ran hep poan. Mad aoalc’h ive ar vintinvez. Petra bennag e oaran breman ’n em gemer ’vit pellaat diouzin an drouk vil : red eo ’n em didui. Ha ma didu eo ober anei gantan. Eur zon a skrivan diwar e benn, ’n eur vouskanan ’nei war unan euz tonio Marc’harit Fulup : ton an drei, drei, drei. ’Vel hini Fransoasik ha Pierik, hon deuz laket warnan gwerz ar C’horsik, ec’h eo bet tapet ha skrivet an ton-man gant an Autrone Gwegan ha Derriennik, kelennerien en kolaj Gwengamp. C’hwel ’nean aman warlerc’h gant ar zonik.
SON AN DROUK MOR
————
war don : O drei, drei, drei !