’Benn eo peurskrivet ganin ma zon, ec’h eo deut ar mor da zioulaat. Chom a rei sioul e-*trande.
Ar brezegen bemdeek a zo græt hirie da 1 heur gant an Doktor Simons, eur medesin euz a Bariz (medesin ar *bourz, an Aut. Fauvel, a zo war e wele, bet skoet gant terzien al linad.)
Al lornez : petra eo ar c’hleñved heuzuz-ze, en pe bro ha pegouls en euz c’hoariet e reuz, pelæc’h e kaver ’nean c’hoaz, ha petra a rer evit dioall rakan : setu ’pez a lavar d’imp an autro Simons. Plijout a ra d’imp e glevet, o vean hon deuz gwelet en Jeruzalem eur bern tud dismantret gant al lornez.
Etouez ar broio ac’h eo koueet gwech-all warne ar oalen-ze, an euz hanvet ar prezeger hon bro Breiz. Ha n’on ket souezet a ze. Meur a gakousiri a oa en Breiz, ’vel em euz laret ’n eur gomz euz kakousiri Jeruzalem. ’Pez n’am euz ket laret, eo hon deuz meur a zon goz e komzer enne euz stad truezus an dud laour.
Setu aman eul loden euz gwerz Bugel al laourek, a zo