Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/37

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 19 —

En tu-ze en em gav ma gweleik, a-uz d’eur gwele-all, Lakat a ran warnan ’pes am euz kaset ganin ha me d’an nec’h dioustu.


————


II


A-dreuz da Varseilh : an Iliz-veur ; ru ar Gannabek. Penauz e saver d’an Itron Varia Gard.


Kentan hini euz ma c’henvroiz a gavan war bont al lestr, eo an Au. C’hwerou : gantan eo ec’h an en kær, ha gantan ’trezek iliz an Itron Varia Gard. Ouspenn eul leo a zo d’ober evit mont di : ha 7 h. eo, hag an oferen a zo eno ’vid ar belerined da 8 h. Evit erruout en koulz e kemeromp eur oetur, ha setu læc’h d’imp da welet eul loden vraz euz kær heb kaout poan.

Hedan ’reomp kæ ar Porz Neve, a zo warnan regennado hir spontuz a lojeiz evit lakat marc’hadourez. Tremen a reomp ive a-biou d’an Iliz-veur, eun iliz neve-flamm, a zo warni eur bern tourelo rond henvel ouz bolzio forn : an doare-ze da zevel ilizo a oa gwech-all doare Byzans pe Gonstantinopl. E-kichen an Iliz-veur eman ar Porz-Koz, ma teu ennan al listri a gerz dre lien elæc’h kerzet dre dan.

Setu breman ru ar Gannabek (Cannebière), kaeran hini ’zo en Marseilh. Mar kredomp ’pez a lar pautred ar