Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/373

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 355 —

Freuz ive, *aouravalo, figez, sitrons hag all, a vo laket war an daul evidoc’h.

An douar, ’barz ar C’hors, a zo fonnus da rei freuz ha kalz a dreo all : gwerz, ’vit-se, na gaver ket d’ê. N’euz ket a hencho braz traoalc’h da vont euz ar mæzio beteg ar c’hærio hag ar porzio mor.

Setu perak eo paour Korsiz, daoust d’o douaro da vean mad. »

Kalz a dreo all am ije klevet digant ma martolod, panevert e renkaz am c’hwitaat evit mont d’e labour,

’Keit m’on bet o kauzeal gantan, an euz troet al lestr diwar an hent a heuilhe ’boue ar Stromboli.

Troet an euz a-grenn war du ar c’huz-heol, hag elæc’h mont ’trezek Gênes ec’h a eün ’trezek Toulon, evit hedan goude douar Frans betek Marseilh.

Mes setu 7 heur, heur ar zalud. D’ar chapel eta evit bean binniget gant Jezuz.

Goude e tiskennan d’am c’hamprik evit tremen enni ma nozvez divezan.


————


IX


Etre Hyères ha Toulon. — Marseilh ! — Eur guden diæz da ziluian.


D’ar gwener, an 20ed a Wengolo. — Pa dihunan, ’n eur zellet dre al lukanik, e welan douar Frans ; tremenet