Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/377

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 359 —

Pa ziskennomp, e kemeromp eün hent kouent ar Groaz, en ru Vojirar, ’læc’h ma ver en gortoz ac’hanomp.

Goude hon c’hoan, e kaser anomp da di-gar Meneparnas, ha da 8 h. 1/2 ec’h omp en hent ’vit Breiz-Izel.

Lezel ’reomp en Paris ’vit eun de an Au. Neumager hag ar Vretoned all.

D’ar zul, an 22ed a Wengolo. — ’Benn 5 h. 1/2, ar zul ar beure, ec’h omp en gar Gwengamp. Eno ’laran kenavo d’an autro Hwerou. Ha me raktal d’ar Gapusined, d’am c’holaj ker. Oh ! nag a stad a zo ennon, oc’h en em gavout adarre er gær !

Prestik goude e taoulinan en porched an Itron Varia Wir-Zikour, ’vit laret d’ei « trugare ». Ya, ra vo meulet da virviken, pan he deuz miret ac’hanon e-keit m’on bet o vont da welet an Douar Santel, an douar he deuz tremenet ennan he bue. Ra dalveo ive d’in ha d’am lennerien, mont eun de da welet ar vro gaer dispar eman breman enni, bro dudiuz an Neñvo !


Doue hag ar Werc’hez da vean meulet !


————


Imprimatur.


Brioci, die 21a Septembris 1903.


M. LE PROVOST, Vic. gen., Archid.