Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/39

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 21 —

reomp ’ta seder, en eur drei hon fenn gwech ha gwech ’trezek kær a zo ’vel ledet dindan hon zreid. Euz eun tu e ra ar mor d’ei ’vel eur gouriz glaz-du, hag euz an tu-all e zo en dro d’ei, ’vel eur gouriz glaz-gwer, eur regennad runio gweennek. Na gav ket d’in am be gwelet netra a gaeroc’h en em bue.


————


III


’Barz iliz an Itron Varia Gard. — Eur brezegen. Kroajo mezer ru.


Koulz, ha tremen koulz, eo mont d’an oferen. Neve grog e ver ganti pan arruomp.

N’eo ket eun oferen war gan a larer. Mes kanan a rer memez tra, ha kanan kaer. Ec’h omp eno tremen 250 pautr ha pep-hini a lausk warni gwellan ma hell. Eun dudi eo dreist-holl kanan ha silaou kanan ar Gredo.

Tevel a reomp goude an aviel evit lezel ar belek a zo ouz an auter, d’ober d’imp eur brezegen. An Au, Kastelan, a gav d’in, ec’h eo e hano, ha bean eo unan deus vikeled vraz Au. ’n Eskop neve Marseilh, a dle erruout arc’hoaz en e gær. Komz a ra d’imp euz hon beaj zantel : « Eun enor braz, emean, eo d’ac’h mont da Jeruzalem ; eun dra meurbed talvouduz ive, hag evidoc’h, hag evit Frans ho Pro garet. Eviti e kinnigfet da