Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/42

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 24 —

madelez an Au. Doue hag an Itron Varia. Ha n’eo ket hep gwir : karout a reaz anê dreist pep tra en e vue. En o goude, avad, e karas, a greiz kalon, e vro Breiz, gant he yez, ar brezonek. Diskleriet eo ze er girio-man a lenner war e vin-be en bered Runan : « Doue ha ma Bro ! »


————


V


Distro d’al lestr. — Ouz taul : ma amezeien. — An Au. Neumager. — An Au. Kerjan. — An Tad Beneat. — An Dr Fauvel.


Koulskoude war dosen an Itron Varia Gard, na c’hell ket e zonj chom pell en em speret. Ac’hane e weler kement a dreo kaer, ken ec’h eo ’vel chadenned oute an daoulagad.

Eur zell divezan a roomp d’ê, an Au. C’hwerou ha me, ha neuze ec’h eomp d’an traou gant ar mekanik a zo ’vidomp breman eun « diskennerez ».

Eur oetur a gemeromp c’hoaz evid gonid amzer : Iliz koz kouent Sant-Viktor, eman enni be sant Lazar, eskop kentan Marseilh, a welomp ’n eur dremen. Neuze ec’h eomp da di daou pe dri varc’hadour ’vit prenan ’pez hon deuz ezom : gant poan e treuzomp kreiz kær, læc’h ma kaver dre-holl tud ha kirri e-leiz. Koulskoude ’benn