Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/49

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 31 —

dirake peadra d’en em diduan : ouspenn ugent Italian, pautred ha plac’hed, koz ha yaouank, a zo o son war ar c’hæ gant bep sort benvio muzik. Gwech ha gwech e ve taulet d’ê gwenneien : « heligrap a dap ! » Ar re vihan a lamp warne ’vit o zapout epad ma talc’h ar re vraz da c’hoari. Tud-all zo o klask gwerzan d’imp bep sort treo, a c’hellfemp kaout ezom anê, war ar vatimant : ’vel plegio lien d’azean, boto lien, freuz, ha me oar petra c’hoaz ? Tostaat a ra koulskoude da daer heur, da goulz an dilæc’h : a-wejo e c’houitel ar siren evit laret d’an dilerc’herien hastan.

« Jechet an dremenerez ! » eme ar c’homandant. Ha dioustu pevar pe bemp pautr a zo war ar c’hæ, a denn davede ar pontik plenken a gerzer drezan ’vit sevel war ar vatimant.

Er memes amzer e trouz ar chadenno, a deu d’en em bakan war eun traouilh houarn a zo kaset endro gant ar vapeur : int eo a zav d’ar kroec’h[sic] an *heor a oa piket e zant en *goeled ar mor evit harz al lestr da vont kwit.

Ekeit-se en em stag ouz hon batimant diou vatimant-all a ve græt anê « *jecherezed », ha setu ni o tistagan a dammigo bihan deuz ar c’hæ.


————