Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/50

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 32 —


IX


Pedomp ! Kenavo !


Eur galonad a zantan er mare-ze : rag da c’hout eo d’in ’benn pegoulz e vin distro, da c’hout zoken ha biken e hadgwelin douar Frans. C’hoant am be da laret, war bouez nebeud a dra, ’pez a lar ar bageer breton pa dremen beg ar Raz, ha d’ober ar beden-man :


« Ma Doue, græt ma rin ma beaj hir hep noaz,
Rag ma lestr ’zo bihan, hag ar mor a zo braz. »


Mes elæc’h goulen e zikour digant an Au. Doue e-unan, e savan ma mouez, wardro gant hini ar re-all, ’tresek an Itron Varia, a rer anei « Stereden ar Mor. » Kemer a ran lod en kan an Ave Maris Stella. Ha gant pebez dudi ! Na oufer klevet netra a gaeroc’h evit 300 pautr o kanan ar memez tra, dreist-holl pa ganont a greiz-kalon eveldomp, ha pa jechont warni bep-hini gwellan ma hall.

Achu ganimp hon c’hantik, e kimiadomp d’an dud a zo deut d’ambrouk ac’hanomp beteg al lestr, hag a zo chomet war ar c’hæ. « Kenavo ! Kenavo ! » a huchomp d’ê a-bouez hon fenn, ’n eur hijan hon zoko pe hon mouchouero-godel. Hag i d’o zro a lavar d’imp a vouez uhel : « Beaj vad ! Kenavo ! » ha mouchouero ive pe doko o finval ’n o daouarn.

Hon lestr, heñ, a dalc’h bepred da vont, jeched gant