Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/60

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 42 —


XIV


Bonifasio. — ’Læc’h en em gollaz ar « Semillante ».


Ze ’lakan ’n em spered, ha hepdale e c’houzon ec’h eo gwir. C’hwel du-hont, pignet war veg ar rec’hel, tier hir hag a zeblant bean uhel iskiz : raz emeint da ribl ar mor, ha laret a rafe an nen e servijfe ar rec’hel d’ê da vogerio. Estlammet e choman o sellet kement-se pa glevan laret endro d’in : « Bonifasio, Bonifasio ! » Ha kenkent e teuan da c’hout ec’h eo eur c’hazern ar regennad tier a welan aze, hag ec’h eo risklet da gouean er mor, ’vel ma zo c’hoarveet, siouaz ! gant meur a di euz ar gær-ze. Kouac’het ’n euz an douar dindane, eun de bennag, hag e traou !

Euz an tu-man ne c’hall Bonifasio nemet bihanaat : mes na welomp nemet he c’hein ; sellet a ra etrezek an douar ha ’n em astenn a ra, ’n eur ziskenn, beteg he forz-mor, ec’h eo sioul an dour ennan evel ’barz eul lenn, goasket ha diriskl ar batimancho.

War-dro pevar mil den he deuz hag ober ’ra kalz a gonverz gant enezen italian ar Sardegn a zo en he c’hichen.

Na zo etreze nemet eur oazien dour n’he deuz ket en tu-hont da ziou leo a ledander. Ha c’hoaz eo moanoc’h an hent a dle al listri heuilh evit tremen ; eul leo hepken.