Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/64

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 46 —

kement-man hag euz kalz a dreo-all a ro d’imp gwelloc’h anaoudegez euz ar C’horsed, e kemeromp eun tammik amzer da ziviz war ar pont, ha neuze, da daer heur, e savomp d’ar chapel evit ober hent ar Groaz ; pevarzek poz a zo ennan ha pevarzek prezegen a glevomp.

Da bemp heur hanter, koan, hag, euz c’houæc’h heur hanter da eiz heur, bodadek evit en em didui : kanan ’ra ar belerined o deuz ar mouejo bravan, ha son ha komz a ra ar fonograf, o tisrevel ar pez a zo bet kanet ha komzet outan ha skrivet war e duelenno koar.

A greiz-holl setu ni ’barz an devalijen : a *ratoz-kaer eo bet lac’het ar goloio, rag c’hoant ’zo da ziskoel d’imp taulenno a zo skæraet ha brasaet gant eul letern majik, hag a daul o skeud war eul lien gwenn, a rer anean *skramm : ken skær ha ken distag e teu pep taulen ken e sonjfe gant an nen gwelet gwir dier, gwir dud ha gwir we : tier, tud ha gwe enezen Kors.

Salud ar Zakramant a deu adarre da glozan hon devez ha, goude, ec’h er da gousket pe da esât kousket.


————