D’ar gwener, an dregontved a viz est. — Eun hun a ran bete diou pe daer heur ; goude n’on ken evit advenel gant an derzien a lak ma goad da virvi. Birvi ive ’ra ma spered ha birvi ma fantazi : ha me ’en em lakat da zevel eur werz diwar-benn enezen Kors am euz gwelet dec’h hag am euz klevet komz anei ken aliez.
Ma fe ! æzet aoalc’h e teu ganin pep poz, ha na choman ket re bell da glask girio mad da glotan an eil gand egile, Mar he dije koustet muioc’h a boan d’in, he dije bet, marvad, muioc’h a dalvoudegez.
Goude holl, ’pez a dalv a dalv, Setu hi aman ’vel ma skriviz anei tom-ha-tom, ar beure goude ma lein.
Mad eo da ganan war don Fransoazik ha Pierik, eun ton hag a zo anaveet breman dre-holl, aboue m’eo bet kanet gant Marc’harit Fulup en Gwengamp, er blavez 1900. Peder rimadel a zo en pep poz. An eil a vo dalc’hmad : « Korsik bihan, ma mignon », pa gomzo al lestr, ha dalc’hmad « Lestr an Itron-Varia » pa gomzo ar C’horsik. D’an daerved e ve adlaret a-bez an hini gentan. Evel-se, e pep poz, n’euz nemet diou rimadel, an hini gentan hag an hini divezan, a ve enne danve neve : an diou-ze hepken a zo skrivet aman war-lerc’h.