Da eun heur, ’velkent, e roer d’imp peadra d’en em didui : an Tad Bailly a ra neuze eur brezegen diwar-benn an enezenno Lipari hag ar Sisil, a dleomp gwelet a-rauk noz.
Fe vad, war-dro div heur, e lavar d’imp pautred al lunedo hir-gwel, e welont du-hont pell-pell, beuet ’barz ar vougen, enezen Stromboli, unan euz ar seiz Lipari, e zo enni eur mene tanek.
Me n’eo ket lemm aoalc’h ma daoulagad evit he gwelet c’hoaz, mes war-dro taer heur hanter, ’benn eo achu hent ar Groaz, n’eo ken kuzet evidon. Eun dosen uhel, d’ei eur beg moanoc’h hanter-guzet en eur vogeden wenn : setu ’pez a diskoueer d’in evel ar Stromboli. Ouz e zellet e teu sonj d’in euz unan euz ar poullado glaou am euz gwelet o vogedi en Koat Malane[1]. A-wejo zoken e me c’hoant da welet ennan eur peulvan dioanet e-kreiz ar mor, krog da vevan… ha da vutunad. Penauz ive harz ma spered da ziskenn, dre siminal ar mene, bete *goeled an douar ha da gavout
eno… Petra ? Eur forn leun a dan, hag o c’hori anei…
- ↑ Ar c’hoat-ze ’n em gav etre Gwengamp ha Kastelaudren.