Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/78

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 60 —

Setu ni breman dinec’h aoalc’h evit ’n em didui o sellet ’pez a diskoe d’imp ar Sisil. Adalek tour-tan Faro bete Mesina, war hed diou leo, e zo eur chapeledad goloio. Herve ’seblant, e zo eno tier penn-da-benn ha tier euz ar c’haeran a dremen dirake eun hent braz, dalc’hmad goloet a valeerien. Hent-houarn a zo ive, rag digoueout a ra d’imp gwelet ha klevet eun tren o tremen.

C’hoant an euz ar c’hommandant da dostaat d’an douar war an tu-ze evit hon lakat da welet Mesina a-dost ; mes eur vatimant vraz, na ro ket kaer da c’hout pe war raug pe war dre e fell d’ei mont, a harz anomp da delc’hen gant an hent hon deuz kemeret. N’eo ket hep keu evidomp, rag ’oamp en gortoz da welet a-uz da gær, sklerijennet gant eur bern goloio, ar C’hampo santo, da laret eo ar Park santel pe ar vered ; bean eo homan unan euz ar re gaeran euz an Itali. Darn euz ar beio a zo mentek evel palezio, ha warne skritur ken braz ken e c’heller lenn al lizerenno a ziwar al listri a dremen dre ar *raz.

Siouaz ! noz eo ; na welomp netra nemet eur *strollad goloio a diskoe d’imp pelæc’h eman kær.

Ha neuze pellaat a reomp diouti mui-ouz-mui ; bremazon e lezfomp war an tu dorn kle kær Reggio a zo bet ken aliez distrujet gant ar c’hreno douar.

Mes me n’he gwelan ket : ’benn e tremenomp diraki ec’h on æt da gludan ’barz ma c’hamprik.


————