D’ar zadorn an 31 a viz est. — Nozvez mad aoalc’h, mes an devez a vo divalo ! Konnaret eo ar mor : hen santout a ran a-rauk sevel euz ma gwele ; luskellet on ’vel eur bugel ’n e gavel. Ze n’eo ket da zisplijout d’in ha chom aoalc’h a rafen eur pennadik muioc’h ’n em c’hlud panevet am euz c’hoant d’oferennan.
Digludan a ran eta herve ma c’hustum war-dro pemp heur. Mes poan am euz o chom ’n em zav hep en em harpan. — « N’euz forz ! a laran ennon ma-unan, bepred e fell d’in esaat oferennan. » Pignal a ran ’ta d’ar chapel ; nebeud a veleien a zo ouz an auterio, ha c’hoaz eo red d’ê dalc’h-mad bean harpet ; na glaskont ket trei kein d’an auter ’vit laret an Dominus vobiscum, ha mad a reont. Anez-ze e c’halljent bean distroadet ha kouean. Koulskoude daoust d’an avel da c’houean kre, e chom ar goloio beo, o vean ma zo gwer endro d’ê. An hosti na nij ket kennebeut, dalc’het mac’h eo gant eur groazik kouevr a zo o pouezan warni.
Evel-se, gant dioall, e c’heller oferennan heb nec’hamant. Da c’hortoz sevel me ma-unan ouz an auter, e servijan e oferen d’eur belek a zervijo d’in goude ma hini.
Setu deut ma zro d’en em wiskan. Koulskoude ar
2*