Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/80

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 62 —

mor ac’h a war rustaat ; kostean ’ra al lestr euz an eil tu d’egile. *Kertri am euz da gemer ar gwiskamancho sakr. — « Ba ! emon-me, ze marteze a dremeno. Demp bepred ! » Ha me da gemer al lien-chouk, ar zæ-wenn, ar gorden. Æt eo ma daou dorn da stardan homan pa zantan eur vranskelladen oasoc’h evit ar re-all. Prestik aoalc’h e kollfen troad : — « Ma, emeon, n’in ket pelloc’h ! » Ha me, dioustu, d’en em diwiskan.

Na zav ken belek ebed ouz an auterio. Diskenn avad a welan unan oc’h ober, goude ma oa krog gant e oferen. Red eo plegan d’ar goall-amzer.

Bean ’zo beleien hag a zouz, n’eo ket abalamour d’an avel gre, mes abalamour d’ar c’hleñved. Ya ! dija kalz anê a zo klanv gant an drouk-mor.

Me, bete vreman, na zantan ket ma c’halon o sevel. Mont a ran eta ’vel an ordinal da gemer evit ma lein daou pe dri vegad bara hag aman gant eur bannac’h kafe-læz. Ha dioustu war leur ar vatimant !

Ma fe, ’n em delc’hel mad aoalc’h a ran da gentan. Evit laret ar wirione penn-da-benn, lorc’h a zo ennon oc’h en em zantout me ma-unan yac’h aoalc’h, goude ’zo kement a dud klanv endro d’in.

Mes pæan ’ran ze, hag hep dale. A-boan eo d’in bean græt eun dro war ar pont ma sav ma c’halon a-bez. Ha me d’ar gleud raktal ha da deurel ma lein d’ar pesked. Poan e-bed, avad, na zantan goude ; e-læc’h meur a glanvour, daoust d’ê da vean goullonteret poull o c’halon, a zant bepred evel eun ezom da zislonkan. Pebez pred o defe neuze ! Da glemm meurbed emeint, herve a larer ha herve a weler. Nag a hini eo skrivet o foan