Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/83

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 65 —

vo stad ennon. Evit ober d’ei ’n em blijout muioc’h en em c’hreiz, en em lakan da chutelat eur bolotennik berlingo a zo neve roet d’in gant unan euz an Tado. Herve ’seblant eo mad ar berlingo ouz kleñved an droug-mor. ’C’h æn d’ankouat laret am oa bet, da hanter inderv, digant an autro Chareton, eun hanter sitrons a reaz d’in ive kalz a vad ; da vihanan, pa oan o chutelat anean, e kaven berroc’h an amzer.

Pehini euz al louzo-ze an euz digaset anon e-barz ? N’oufen ket laret. Marteze zoken hini ’bed anê. Me ’gred eo æt ar c’hleñved en-dro e-unan, eur wech græt gantan e reuz.

’Benn serr-noz, en em zantan den aoalc’h adarre. Mont a ran d’ar zalud ha goude e silaouan an Tad Bailly a lavar d’imp kinnigan pep-hini e boan d’an Autro Doue evit ma talveo eur binijen. Lavarout a ra d’imp zoken (kaout ’ra dalc’h-mad an tu da zederaat anomp), lavarout a ra d’imp eun dra fentuz : « ’Vit bean, emean, eur pelerin ’vel eo dleed, eo red kaout an drouk-mor ; anez n’heller ket bean en gwirione eur pelerin a binijen. »

Ouz e glevet en em zantan *futetaet. War ma zu mad eta ec’h an da gousket.


————