« vouselin » gwenn, a diskenno war chouk ho kil evit hen disheolian. An domder n’eo ket ponner *iskiz hag an amzer n’eo ket goall-zec’heduz : rak Jeruzalem a zo war an uhel (700 metr a-uz d’ar mor) ha santout a rer bepred eno eur bannac’h avel e-kreiz an domder. Koulskoude, sur mad, e santfet sec’h aliez ho korzailhen. N’it ket neuze da evan dour rig. Dour ar vro nan eo ket yac’huz d’evan. N’eo ket dour andon, dour glao eo, bet miret pell amzer en punso ledan kleuzet dindan an tier e-barz ar roc’h, ha gwisket a ziabarz gant simant. Yen-skorn eo ive ar seurt dour. Evit hen evan e fell troc’han ’nean gant douren sitrons pe gant eun daken sirop.
« Gwelloc’h c’hoaz e vo d’ac’h, pa vefet en Jeruzalem, mont da gaout C’hoar Josefina, eman war he c’hont apotikeri klanvdi sant Louiz ; en he stal e kavfet, e pep mare, dour tomm bet bervet ennan eul louzaouen hanvet tro-heol. Netra a welloc’h da derri ar zec’hed. Na gousto d’ac’h mann ebed. E tu-hont da ze, evit lemel an divlaz anean, mar keret, ec’h evfet c’hoaz eur bannac’hik likeur græt gant al leanez, peadra da adnerzan neb a zo digalon. Evit netra c’hoaz ! Gwir eo, mar peuz c’hoant da dic’haouan al leanez euz ar boan a gemer da ober d’ac’h vad ha plijadur, e hellfet prenan en eur stal-all, a zo ’kichen an apotikeri, an treo ho po da gas ganac’h d’ar gær evit kaout *koun euz ho peaj, e læc’h mont da brenan ’nê e stalio kær.
« C’hoar Tro-heol[1] » (rag al lez-hano-ze a roer d’ei
- ↑ En gallek : Sœur Camomille.