gant an holl) a zo ’kichen hostaleri Itron Varia Frans : eun nor da zigeri, eur gammad pe diou d’ober, ha setu c’hwi dirag ar gauter vraz, eman enni al louzaouen vurzuduz o virvi.
« Evet euz an dour-ze pa ’po sec’hed, ha n’ho po ket a geu. »
Setu aze darn deuz an alio a ro d’imp an Au. kont a Biellat. Pegen gwir ec’h int, gwelet e vo ze hepdale.
Senti ’rey ar belerined oute, ha gwell en em gavfont a ze.
Da c’hortoz, e krog en holl terzien ar pako, eun derzien, me ’lar d’ac’h, hag a lak o goad da virvi.
Dioustu goude ar gauzeaden en em lakont da bakan o stal, an eil goude egile, avad, en pep kamprik ; rag n’heller ket kaer labourat enni daou war eun dro ; ken enk ec’h eo !
Da daer heur, eun taul kloc’h, hag an holl raktal d’ar chapel evel an deio-all evit hent ar groaz. Biskoaz kement-all ’nefoa gwelet an Tad Bailly : « Ar gwecho-all e lavaraz d’imp goude ar pedenno, eur wech krog da reizan pep tra ’vit an disken, na gave ket an hanter euz ar belerined amzer da zont d’ar pedenno divezan, Hirie eo kement ho podadek hag an deio-all : æzet eo gout na n’euz ket a verc’hed ar wech-man etouez ar belerined, Ar bautred na ve gwech ebet gante kement a chare. »
C’hoarzin a reomp eun nebeudik o klevet an Tad Rener, ha ze ’digoue ganimp aliez : eur fentigel bennag en deuz ar peurliesan da laret d’imp hag evit gouzout an tu d’he distagan n’en deuz ket e bar.