Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/116

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 107 —

ec’h ê ho muzik ?  » — « Ya, hag unan eus ar re grenvan a zo er bed. Sonjet eta ec’h eo ret kât nerz diou vapeur evit kas ar vegin en dro ![1]

Ne weler ket anei avat. Hag he c’hlevet na rêr ket ken nebeut. Breman bepret eo mouget an drous a ra gant hini an ogro. Son a ra heman ken e son, d’an dud da gaout berroc’h an amzer ouz hen chilaou, ha son a rey beteg eiz heur, da laret eo da c’hortoz ma krogo an treo da vat.

Mes piou a gav hir an amzer aman ? Den ebet, a dra-zur. N’ê ket me bepret. Ne skwizan ket o sellet ouz an dud a zo aze diragon. Biskoaz kement-all n’am oa gwelet dastumet er memes lec’h : 8.000 ! Ha nag a hini a zo manet e-mêz, ha na bade ket gant ar c’hoant da dont ebarz : mes ouspenn pemzek de so e oa bet feurmet an oll blaso en arôk. Gwaz d’an dilerc’herien !

Mar gê bras ma dudi ec’h ê ken bras dudi ar re-all : ne wel an nen nemet penno o finval. An teodo ive a finv enne, ha… ha diviz tomm a zo etre an amezeien evel etre an otro Buleon ha me : laret ’rafe ’n nen, en gwirione, eur vodennad verien, pe gentoc’h bodennado merien.

Rak distag mat eo an eil diouz egile an tri rum sellerien : ar re a zo kludet du-hont ’us d’in ebarz ar gwaridello, ar re a zo en traou war al leuren, hag ar re a zo etre an daou eveldon.

Ar pez a ra c’hoaz piijadur d’in gwelet eo ar feskenno drapoio a zo fichet ouz ar gwaridello tro ha zro hag ouz buffet an ogro. Daou sort a zo anê :

re Bi X ha re Edouard VII. Hanter ouz hanter

  1. Betegen an ogro-man a dremene evit bean an hini krenvan eus ar bed. Mes aboe ar bla 1909 e ver krog, en Pariz, d’ober, evit iliz Sant Per ar Vatican, eun ogro hag a vo trec’h d’ean.