Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/12

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 3 —

Niouheven), darn dre Voulogn ha Folkestone. Ar rum-man a oa ennan beleien Bro-Dreger ha Goelo, gante c’hoaz an ôtro Emil Neumager, eus Gwengamp.

Ar meurz, an 8et a Wengolo, war dro taer heur eus an abarde, e lakjomp troad war douar an enezen vras, ha kenkent en eun tren hag a gasas ac’hanomp ’trezek Londrez.



§ II. — EUR ZELL WAR ISTOR BREIZ-VEUR. — AR GELTED HAG AR ROMANED


Mes arôk komz eus ar gêr-ze, hag eus ar gouelio kaer a zo da vean enni en enor d’ar Zakramant adorabl, ec’h ê ret d’imp gouzout piou ê ar Zôzon ha, dreist oll, petra a zonjont diwarbenn ar relijion. Ha setu hon deus d’ober eur zell ouz o istor. Ne gredan ket, lenner ker, e kavfec’h an istor-ze divlaz : rak an douar mac’h ê gwriennet ennan ar ween grenv ha bueek a rêr anei rouantelez Bro-Zôz, n’heller ket hen finval hep kaout ennan roujo tado koz ar Vretoned.

Hanter-kant vlâ arôk donedigez Hon Zalver, da laret ê, tost da daou vil blâ zo, ne oa nemet Kelted en tu gwalarn (nord-ouest) eus an Europ, Kelted hag a oa hanvet : Galloed, elec’h eman breman Frans ; Bretoned, en enezen a zo hirie Bro-Zôz Goedeled pe Gaeled, en enezen Iverzon (Irlande), hag en enezenig Man[1]. Enezen ar Vretoned pe, mar dê gwell ganac’h, enezen Breiziz, a douge an hano a Vreiz berr ha berr. Ezom ebet d’he hanvou Breiz-Veur, penegwir, d’ar c’houlz-se, ne oa ket

c’hoaz Bretoned en gourenez Bro-Arvor : homan

  1. Etre Bro-Zôz hag Iverzon.