iskis), e chomomp en hon gwetur : uhel ê hag, e tu hont da ze, pozet ê elec’h ma tle tremen al loden vrasan eus hon foblig.
Seder int ha lorc’h enne o tougen eun draig bennak, pe drapo, pe c’houriz, pe lieten, pe rozen, eun dra hag a ziskoe o c’harante evit Jezus-Krist, ar Werc’hez hag an Tad Santel ar Pab. N’int ket reizet ken evel ma oant er prozision : kerzet a reont a strollado, ha buanoc’h. Kanan n’o deus ken d’ober, na ken nebeut delc’hen o zeod liammet. Ha gwell a ze. Anez, ne vijemp ket bet saludet gante evel mac’h omp bet.
A-boan eo d’ê bean gwelet soudanenno en hon gwetur, m’o deus anaveet beleien gatolik deut a ziavêz, ha ma krogont da hopal eus o gwellan : « hourrah ! hourrah ! » O mouezio skiltr ha lemm a droc’h d’imp hon diskouarn. Ne reont koulskoude nemet kriski hon levenez ha lakat anomp da huchal evelte. Er memes doare e respont dre finv hon zôko hag hon mouchouero d’o re, Pa ve tavet eur vanden, e stag eun all gant an dourni. Ha ret d’imp, n’eus ket da laret, ober evelte. Peadra d’hon skwizan, e seblantfe. Klemm ebet eus hon feurz koulskoude, nemet pac’h int tremenet oll, pa n’an neus ken hon c’horzailhen hag hon divrec’h da labourat : evel melkoni a zantomp neuze.
C’hoant ganimp da hadtanva eun hevelep dudi, e laromp d’on zoucher mont war rôk dioustu, ha kemer ru Victoria, elec’h e sonjomp n’ê ket diviet c’hoaz an neuden a ra ar vugale gatolik ’n eur vont war o c’hiz.
Mad hon deus grêt : bandenno anê ac’h a war droad, kemeret gante an daou drotouer, Mes o lezel a reomp war hon lerc’h, dre ma kerz hon c’hezeg