Setu teulet ar bec’h gantan war ar gouarnamant hag an trec’h gantan war ar poent-man. Bean an nevo ive otre d’en em dizamman dirak an oll, hag oc’h ober ze eman breman en Albert-Hall).
Eun dever ’ta, eme an arc’heskob, eo evidon pidi O Eminans hag O Otroniaj (ar gardinaled hag an eskibien) da vont arc’hoaz d’abarde d’ar gatedral, n’ê ket dre an hent eün, mes dre an hent a zo merket evit ar prozision, gante o soudanen, o sourpilis, o mantellig ha ’pez o deus ahendall da dougen pep hini herve e renk. Ar prozision gant e oll lido a vo grêt diabarz an iliz (Mez ! Mez !), ha bennoz ar Zakramant a vo roet d’an dud n’o devo ket gellet mont ebarz, diwar ar gwaridello diavêz. Ar greden am eus e vo grêt plijadur evelse d’ar miliero a dud o deus c’hoant da gaout o lod eus ar c’hendalc’h, hag e vo lemet gant an oll, betek gant ar bisminkerien ar muian troidellus, pep digare da damall d’imp eun dra bennak ha na vefe ket herve al lezen (Strakadeg). Pidi a ran ive hon fopl da zigemer ar reizadur-man gant al lealded hag an doujans ac’h ê dleet d’imp kât evit an oll dud a zo en eur garg bennak, pe int tud a Iliz pe nan int ket. « Chilaouomp ! chilaouomp ! » hag eur vouez : « D’an traou Asquith ! » O fidi a ran ive da ziwall da goll o foell ha d’ober eun dra bennak ha ne vefe ket dereat. (Strakadeg). Evel eur Zôz leal, ha c’hoaz muioc’h evel eur C’hatolik a glask e pep tra senti ouz e fe, e kavan ec’h ê dleet d’in en em dremen ouz an dud a zo karget da ren hon bro hag hon c’hêr, pa o deus, dirak an oll, diskleriet d’in o mennoz (Strakadeg). Mes evit plegan da c’hourc’hemenno ha da c’hourdrouzo an Allians Protestant, pe eun all a sort ganti, ze n’on ket dare d’ober. (Strakadeg).