Gibbons e spered ’trezek ar vad o deus talveet d’ê an ijino neve, hag e lavar :
« Ya, ho pinnigan a reomp, tud a ouiziegez, evit an ijino neve ho peus bet kavet. Ni ho salud evel oberourien an Otro Doue. Ni a fell d’imp implian ho kavadenno evit mad ar relijion, ha laret wardro gant ar Profet Royal : « Heol ha loar, binniget an Otro Doue ; tan ha tommder, binniget anean ; luc’hed ha koumoul, binniget anean ; krouadurien Doue, binniget oll ho Toue, me ho ped, ha meulet-an da virviken. »
Setu aze ar pez an neus kavet a vravan skrivagner an Daily Telegraf en prezegen an Otro ’n Arc’heskob Baltimor, ha setu aman petra an neus da laret diwarbenn ar peurrest eus an oferen : muioc’h a dalvoudegez an nevo marteze e skrid evit eul lenner bennak, dre ma n’ê ket eur c’hatolik, ha nan eo ket techet aman da lakat an treo kaeroc’h evit nan int. « Goude ar brezegen, emean, e teu al loden ar muian lidus eus an Oferen ; mes ne zere ket komz diouti evit an oll, ha n’ê ket zoken êzet displegan an doare anei. N’hallomp ket koulskoude tremen hep laret eur gir eus ar muzik, a zo bet kaer dispar. Ouz he c’hilaou, en em zante an nen evel dibradet eus an douar-man, ha vel savet, dreist an oabl, en eur vro ha n’ê ket hon spered evit hec’h anaout ».
Hag ar gazetenner breman da laret penôs ha pegouls (ar blâ 1565) ec’h ê bet savet gant ar muzisian bras Palestrina, diwar beden eur Pab, an oferen war gan a rêr anei oferen ar Pab Marcel : honnez eo a ganer hirie en katedral Westminster.
« En gwirione, emean, an Iliz katolik a c’hall bean lorc’h enni o vean perc’hen d’an tensor-ze ha da reo-all a sort gantan. Mes n’ê ket stank al lazio-