Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/167

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 158 —

mont. An norjo a zo serret. Ha neuze ni d’en em voutan war eun trotouer, e-mesk an dud a zo dastumet eno bern wa vern. « Ac’han, e sonjemp ennomp hon unan, ac’han e welfomp da vihanan ar prozision o tremen ’benn eun heur pe diou heur aman, mar n’hallomp ket en em lakat ennan. »

Mes setu ni evel prizoniet. Hed a hed gant pep trotouer e zo eur chaden boliserien ha na lezont den ebet da dont war greiz ar ru. Ret d’imp eta chom eno. Pasianted zoken eo hon deus da gemer, rak hon amezeien a ra d’imp sello treuz : a dra zur n’int ket katoliked. Da c’hortoz ma vefomp dilivret, e sellomp endro d’imp ha dre-oll ne welomp nemet tud. En hon c’hichen, a-dal d’imp, eur strollad katoliked deut eus Liverpool (lennet poul), evel ma lavar d’imp eur baniel a doug unan anê. Ha pelloc’h, en daou du d’ar ru, e zo strollado all gante ive bep a vaniel. Bean emaint evelse 50,000 a bôtred vat, kemeret gante aboe eun heur goude kreiste bord a ruio, evit stourm, eus ar ret, ouz ar zellerien a lakfe en o fenn ober dizurz.

Etre ru Viktoria hag ar gatedral hon deus gwelet krennarded eus a bevarzek da driwac’h vla hag a oa gwisket hag armet evel soudarded : katoliked yaouank int, roet gante o hano evit heuilh ar patronajo. Hirie e roont dorn da boliserien kêr, evit ne yelo netra a-dreuz.

Mar savomp hon daoulagad, ne welomp adarre nemet tud : ken lies a brenestr, ken lies a gropad sellerien. Hag an toenno eta ? Daoust d’ê da c’holo aman tier a dri ha pevar estaj, ec’h int du gant an dud a zo pignet warne.

Ha gir ebet, koulz laret, gant kement a dud ! Mar n’ê ket ze souezus, en gwirione ? Pez a drouz a reont a dalv ar boubou a zav elec’h ma zo eun