Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/168

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 159 —

tôl gwenan. Pac’h ouzer pesort kriadenno a deuio gante bremazonn, e c’heller laret eman ar forn o c’hori.

Mes setu, a greiz-oll, o tont d’an trot eur skouaden boliserien, en o rôk eur mestr war warc’h. Marvat e zo ezom anê du-hont pelloc’h, evit delc’hen an dud klenk en o flas : aman, elec’h mac’h omp, e zo awalc’h eus eur chaden anê evit-se. Mes elec’h ma zo kroaz-hent e laker ’nê war diou pe war daer regen evit harz ouz an tôlio bout a deu deus kreiz ar bobl. Ze zo kiriek ma zo impliet 3,000 anê vit an abarde, darn war droad, ha darn war varc’h. Ha n’int ket rust ha didrue evel kalz eus hon archerien a Vro-C’hall : n’am eus gwelet hini ebet anê o wallgas eur zeller bennak. Ma vijen bet war doen ar gatedral wardro gant skrivagner ar Standard, am mije klevet eur gazetenner a Vro-C’hall o laret : « Mais ils sont magnifiques, la police » (brisc’halleg ar Zôzon).


§ XXVIII. — WAR RÔK ! GANT BELEIEN BRETON ER RENKO KENTAN. — AN TAD FLETCHER, PÔTR-AR-RÔK. — SIOULDER HA KANTIKO. — BEC’H HA REUZ.


Prest goude, e welomp o tont trezek d’imp eur beleg sôz, gantan eur zoudanen hag eur sourpilis, ha war e lerc’h nao pe dek beleg en du. « Daoust ha gallout a refomp mont d’hen heuilh ? » a c’houlomp an eil gant egile, an Otro Kergus ha me. Ha ni o wignal d’ean evit ma tennje ac’hanomp eus hon frizon. Kenkent a reas eur zell d’ar boliserien a oa ’n hon rôk hag ar re-man o terri o chaden evit hon lezel da dremen.

Fe, mat e oa d’imp bean ’n em gavet eno. Rak