Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/188

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 179 —

konservatour botan war al liberal, bepret e oa bet paket ha gantan an Otro Asquith, a roe d’ean e harp,

C’hwel aze an eil tus roet d’ean.

Unan eus an deio diwezan a viz du, an neus adarre koustet d’e lêr. Ar wej-man ar gatoliked o devoa jached a-du gante an anglikaned evit rei d’ean e bak. Ha gant nebeutoc’h a boan evit ne c’hallfec’h hen kridi : en Bro-Zôz eur c’hatolik hag eur protestant, da vihanan eur protestant eus an iliz anglikan, n’emaint ket an eil dirak egile evel eur c’hi dirak eur c’haz.

Evel m’hon deus gwelet uheloc’h, epad ma oa ar gatoliked o tanzen pep tra evit kendalc’h an Eukarist, e oa ar brotestanted diasanter, da laret ê ar re n’int ket evit rei dorn d’an iliz anglikan, o klask dispenn al lezen vat a oa bet grêt, eun nebeud blaio arôk, diwarbenn ar skolio : al lezen-ze a roe galloud d’ar gouarnamant da rei sikourio arc’hant d’ar skolio libr a vije disket enne d’ar vugale eur relijion gristen bennak, pe brotestant pe gatolik. Mes ne blijet ket ze d’an diasanterien dre m’o devoa nebeut eus ar sort skolio. Petra a reont neuze nemet kargan Ministr an Diskadurez, an Otro Runciman, da zevel eur bill (steuen eul lezen), ha pouezan ar muian ma c’hallont war an Otro Asquith evit gonit anean d’o menoz.

Da gentan ec’h a pep tra evite evel war eur ganel : ar C’hentan ministr a ro skoazel d’an Otro Runciman, hag a lak e vill da dremen en Kambr ar C’hommuno.

Eur gwall dra evit perc’henno ar skolio libr, mar n’afe ket enep Kambr al Lorded : hiviziken, herve al lezen neve, n’hallje ket ar Gouarnamant rei an disteran sikour d’eur skol hag a vije displeget enni penn da benn kredo eur relijion bennak. Eun