Marvat o deus sonj lennerien Ma Beaj Londrez e venne an O. Redmond, penn-rener politik Iverzoniz, dizamman katoliked Breiz-Veur, goude ar c’hendalc’h Eukaristek, eus tri zra hag a oa meurbet dismegansus evite[1]. Ozan a reas zoken eur bill, da laret eo eur steuen lezen, evit lakat e vennado dirak daoulagad ar C’hentan ministr ha kannaded Kambr ar C’homuno.
Ac’hanta ! setu bet gantan unan anê.
An 28et a viz even 1910, he deus laret ar Gambr, gant 383 mouez enep da 42, e vije chanjet ar c’homzo a lavar rouane Bro-Zôz, aboe ar blâ 1689, ’n eur ober o « diskleriadur » de o zakridigez.
Lemet e vo diouti ar pez a anoaze ar gatoliked. Ne chomo ken netra enni enep da Zakramant an Oter, nag eneb d’ar Verc’hez glorius Vari. Diwar vreman, e lavaro hepken rouane neve Bro-Zôz en o le (Jorj V eo ar c’hentan hen lavaro) ec'h int hag e chomfont protestant herve lezenno ar vro, hag en em gemerfont eus o gwellan evit o delc'hen sonn en o zav.
Kement-man a ziskoe o deus c’hoant protestanted Bro-Zôz pe, da vihanan, eul loden aneze, ma chomfe beo bueek o relijion ha dreist oll ar brotestantiez anglikan a zo harpet war lezenno ar vro : mez lezel ar relijiono all da vevan a fell d'ê ive.
Eur skouer vat roet adarre da galz a Fransizien,
a fell d'ê, kousto da goustout, mougen ar relijion ga-
- ↑ Pajen 186.