Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/30

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 21 —

Ya, ha ken beo hen mirjont ma komzed c’hoaz ar c’hornaeg, mil blâ goude, en Kornwal. Wardro hanter an 18et kantved hepken e varvas an hini diwean eus ar re hen komze.

Ar c’hymraeg, ac’h ê bet c’hoaz gwelloc’h e zoare. Hen a zo beo c’hoaz ha komzet gant an daou villion bennak a dud. N’ê ket e vefe bet hep enebourien. Oh nan ! Aboe ar blâ 1536, m’o deus renket Kymriz plegan da rouane Bro-Zôz, ec’h int bet gailhet e pep sort stum ’n askont d’o yez. Mes stourmet o deus ha trec’h int bet : disket o deus ar zôzneg, mes hep ankouât ar c’hymraeg. Hirie, herve eur lezen neve votet, e tle o mestro skol diski d’o bugale hen lenn hag hen skrivan kenkoulz hag ar zôzneg.

Gwir eo e talv bemde ar c’hymraeg ar zôzneg, dre m’eo bet a-viskoaz studiet ha dre m’eo bet impliet evit ober levrio kaer ha mat. Bet ’zo eun amzer zoken, etre ar bla 1.000 hag ar bla 1.300 hag e roe Bretoned Kymri an ton da lizeradur Bro-C’hall. Setu aman perak.

Unan eus ar rouane o devoa ar muian stourmet ouz ar Zôzon, eur roue hag an nevoa talveet d’ê meur a wej an trec’h, Arzur e hano, a vije meulet alies epad e vue gant ar varzed, da laret ê gant ar ganerien ouiek. Mervel a reas wardro ar bla 550, ha diwar neuze e kaner hep paouez pez a reas a gaer en e vue ; plijout a rê kement-se d’ar varzed ha d’ar re o chilaoue, dre ma kavent en gloar o roue bras evel eun digoll ouz gwalen eur brezel dismantrus. Ha seulvui ma tevalae gant an amzer ar sonj sklêr ha just eus ar pez a reas Arzur en e vue, seulvui e vije livet, war gaerât emichans, ar wirione. Kement ha ken kaer a reas ar varzed dre o skrido hag o c’hanaouenno, ma teuas o roue da