Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/34

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 25 —

N’ê ket a vat d’ar memes marc’heg e ro ar gonterien an enor d’hen kavout. Ar peurvuian anê a zo a du gant Parsival. Mes bean a zo hag a ro al lore da C’halaad, mab Lanselot. Doare kontan ar re-man a vo ma hini. Rak int, muioc’h evit ar re-all, a stag ouz ar Graal santel ar zonj eus sakramant an Oter, ha penegwir ec’h an da Londrez evit hen enori, e tere ouzin diskoue pebez respet ha pebez karante o doa gwejall evitan Bretoned an diou Vreiz.

Eus ar varc’heien a oa êt en hent evit klask ar Graal, tri hepken, Boort, Parsival ha Galaad a dapas da vont ’barz ar « palez amgwel. » Eno oa ar Graal santel war eun dôl arc’hant ha warnan e-unan eur ouel zei ru. Bep beure e teue hon zri varc’heg da laret o fater dirakan. Eun de e welas Galaad eun den gwisket e-giz eun eskob a taoulinan dirak an dôl, hag o vont goude da ganan oferen ar Werc’hez Glorius Vari. Pan arruas er sekreten an oferen, e c’halvas Galaad : « Deus aman, emean, hag e weli ar pez a teus c’hoantaet kement. » Tostaat a reas ar marc’heg, hag hen o welet ar Graal a-dost en e gaeran, ha dal’ m’hen gwelas e stagas da grenan ne ouie penôs. Neuze e savas e zaouarn ’n eur laret : « Otro Doue, trugare d’ac’h da vean roet d’in ma mennad. »

Ha da bidi eus e wellan : « Breman, emean, e welan ervat marvailho ar Graal santel ; grêt, o ma Doue, ma kwitaïn ar bed-man ha mac’h in d’ar baradoz ! » Achu gant Galaad e beden, e kemeras an den fur a oa gwisket en eskob ar C’horpus Domini (korv an otro Doue), hag hen roas da C’halaad : heman a gomunias gant eun devosion vras. Hag an den fur neuze : « Galaad, emean, gôut a rez piou ec’h on ? » — « N’ouzon ket, otro, mar n’hen

2