Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/35

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 26 —

laret ket d’in ». — « Ac’hanta, Galaad, me eo Jozefus, mab Jozef Arimati ; bet on kaset aman gant hon Otro evit derc’hel penn d’it. Ha gout a rez perak on bet kaset kentoc’h evit eun all ? O ! ’balamour mac’h out hanval ouzin en eun dra : chomet out gwerc’h eveldon. » Pa ’nevoa komzet an den fur evelse, ec’h eas Galaad da gât Parsival ha Boort, hag e pokas d’ê.

Goude e laras da Voort : « Otro, grêt ma gourc’hemenno, mar plij, d’an ôtro Lanselot, ma zad, adalek m’hen gwelfet ». Hag hen da zistrei breman d’an dôl, ha war e zaoulin. Mes kazi raktal e koueas d’an douar : êt oa e ine e-kwit eus e gorv, hag an Ele, stad vras enne, e gasas dirak an Otro Doue. Goude ma oa tremenet Galaad, e welas e daou vignon eur marvailh-all, rak eun dorn a deuas eus an nenv, a gemeras ar besel sakr hag hen kasas ken pell ma n’eo bet gwelet biskoaz aboe.

C’hwel aze eun dramskeud eus ar gwerzio ken hir ha ma oant burzudus, a oa savet en Kymri, en Kornwal hag en Breiz etre ar seizvet hag an navet kantved. Tud gouiek o dastumas hag a reas gante levrio latin ha ’benn an daouzekvet kantved e oant anaveet en Bro-C’hall, en Itali hag en Alamani : n’oufed ket laret pet gwej o deus roet danve d’ar c’hallaoued ha d’an Alamaned evit ober pezio barzoniez ha, zoken, pezio muzik.

Gallout a rafe an nen laret kemend-all eus ar gwerzio berr bet savet er memes mare gant ar Vretoned, diwarbenn Arzur ha marc’heien an Dôl-Rond : diwarne ê bet skrivet, en galleg, wardro ar bla 1170, levrig kontadenno Mari a Frans, eur varzez hag a veve en Bro-Zôz : dougen a ra an hano a Lais (lennet ). Bean ’zo ennan eun ugent gwerzig bennak. En taer anê a gonter ’pez a zo